Kul al-Arab (كل العرب en arabeg, a dalvez "An holl Arabed") a zo ur gazetenn arabek sizhuniek a vez embannet en Israel. Krouet e oa bet e 1987. Diazezet eo e Nazaret, hag ar gazetenn arabek eo an hini eo he deus ar muiañ a levezon hag a zo lennet ar muiañ en Israel., 70 implijiad a labour evit Kul al-Arab ha 38 000 skouerenn a vez gwerzhet bep sizhun. Hervez ar BBC ez eo gwelet evel ur gazetenn evit ar gristenien hag a glask tizhout lennerien vuzulman Mont en-dro ar gazetenn a-fet arc'hantaouiñ a zo diazezet war ar bruderezh, hag a-wechoù e vez roet evit netra. Renet eo bet gant ar barzh Samih al-Qasim, hag a zo bepred rener a enor.,, Hervez ar BBC e c'haller kavout pennadoù a ya a-enep politikerezh Israel hag ar Stadoù-Unanet, hag ivez re all a-enep an Aotrouniezh palestinat ." Fayez al-Shtiwi hag a zo kenberc'henn ar gazetenn a lavar : "Sevel a reomp a-enep tagadennoù ar sponterien hag ivez a-enep an aloubiñ, an diforc'hidigezh hag a-enep nac'h gwirioù Mab-den. Fellout a ra deomp kaout justis sokial hag Arabed lorc'h enno, gant gwirioù kevatal, ha n'eo ket Arabed trec'het." Krouet e voe gant an ajañs bruderezh al-Bustenai, a veze renet d'ar mare-se gant Mussa Hassadiya. E 2008 e oa perc'hennet 40% eus ar gazetenn gant Mussa Hassadiya, hag ar peurrest eus al lodennoù a oa perc'hennet gant Fayez al-Shtiwi hag "ur strollad tud a afer israelat hag arab." An embregerezh perc'henn war ar gazetenn a zo ivez perc'henn war ur magazin evit ar maouezed anvet Lady Kul al-Arab, hag ul lec'hienn internet anvet al-Arab, ma teu 45 000 gweladenner an devezh, Gant Kul al-Arab e vez sponsoret ivez ur genstrivadeg braventez bep bloaz, ma c'haller gounit 10 000$.,.
Developed by StudentB